Aedui

Galia er c’hentañ kantved kent JK
An Aedui, a-unan gant Roma dirak an Arverned hag ar Sekwaned.

An Aedui (pe Haedui) pe Aedued, (Αἰδούοι en henc’hresianeg) a oa ur bobl eus Gallia Lugdunensis, a oa o vevañ etre ar stêrioù Arar (Saône) ha Liger[1]. En-dro dezho e oa ar Bituriges hag ar Sequani. Bibracte e oa o c’hêr-benn, e-kichen Autun.

A-raok mare Julius Caesar o doa graet emglev gant ar Romaned. Sevel a rejont a-du gant kevre ar pobloù galian a-enep Caesar koulskoude[2]. Met goude faezhidigezh armeoù Verkingetoriks en Emgann Alesia, e voe graet emglev en-dro etre an Aedui hag ar Romaned. Diwezhatoc’h e voe dismantret o c’hêr-benn Bibracte ha lakaat en he lec’h ur gêr hanter-roman hanter-c’halian, Augustodunum (Autun), anvet diwar-lerc'h anv an impalaer Augustus.

  1. Julius Caesar, De Bello Gallico, levrenn VII, pennad 5, ha De Bello Gallico, levrenn I, pennad 12
  2. Caesar, De Bello Gallico, levrenn VII, pennad 42

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy