Almere

Almere
Kumun en Izelvroioù

De Citadel, e kreiz-kêr

Proviñs Flevoland Flevoland
Kod post 1300-1379
Maer Annemarie Jorritsma (VVD)
Gorread
• Hollad
• Douar
• Dour
248,77 km²
130,33 km²
118,44 km2
Hed 5° 13' Reter
Led 52° 22' Norzh
Poblañs 187 002 (31 MAE2009)
Piramidenn an oadoù (2009)
Stankter 1435 ann./km²
Internet www.almere.nl/

Almere (distagañ [1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñs Flevoland en Izelvroioù. Stok ouzh Lelystad ha Zeewolde eo. Er gumun emañ an distrigoù da-heul : Almere Stad, Almere Haven, Almere Buiten, Almere Hout, Almere Poort hag Almere Pampus. E polder Zuidelijk Flevoland emañ, ha kêr gornôgelañ proviñs Flevoland eo.
Unan eus kêrioù nevesañ an Izelvroioù eo Almere : an ti kentañ a voe savet e 1976, hag ur gumun e teuas Almere da vezañ e 1984. A-fet niver a annezidi ez eo kumun vrasañ Flevoland[1], hag eizhvet kêr vrasañ an Izelvroioù[2]. E miz Here 2007 e voe un emglev etre dilennidi kuzul-kêr Almere ha gouarnamant an Izelvroioù da vont betek 350 000 annezad a-benn 2030[3]. Bep bloaz e vez aozet Defqon1 (ur festival sonerezh elektronek) en Almere. E-tro 40 000 den a gemer perzh ennañ.

  1. CBS Statline.
  2. CBS Statline - Bevolking; ontwikkeling in gemeenten met 100 000 of meer inwoners.
  3. Schaalsprong Almere 2030, PDF.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy