Boa

Boa

Ur boa, pe boa mouger (boa constrictor e latin hag e meur a yezh), zo un naer vras, divinim, debrerez-kig, eus Amerika. Kavet e vez eus Mec'hiko en hanternoz betek Arc'hantina er c'hreisteiz. En em vagañ a ra gant krignerien vihan, evned, glazarded, ha kizhier gouez, pe oseloted. Ar re vrasañ a c'hall debriñ loened bras. Mojennoù zo diwar-benn boaed o devoa debret ur vuoc'h, diaes da grediñ.

Hervez ar spesad pe ar reizh e c'hall tapout 2 pe 3 metrad hed, hag e Brazil betek 4,5 m), ha pouezañ a c'hallont betek 15 k.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy