Cambria


Cambria eo an anv latin roet da Gembre, a zo Cymru e kembraeg.

Ne oa ket eus ar ger er marevezh roman, pa ne oa ket eus Kembre c'hoazh. Goveliet e voe ar ger er Grennamzer, goude donedigezh ar Saozon da Enez Vreizh, d'ober ar c'hemm etre ar rouantelezhioù angl ha saoz hag ar broioù meneziek ma oa Kelted disuj.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy