Chouchenn

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Boutailhadoù chouchenn
Ur voutailh hag ur werennad chouchenn.
An tej a zo chouchenn eus Etiopia.

Ar chouchenn eo an anv brezhonek anavezetañ bremañ roet d'an died alkoolek a c'heller kaout dre lakaat da c'hoiñ ar mel hag ar sistr pe an dour. Marteze eo bet an died alkoolek kentañ a zo bet fardet gant an Den. Meur a anv brezhonek all a vez graet eus an died alkoolek-se. An hini goshañ eo mez a zeu, evel mezv, diwar ar memes gwrizienn ha hini ar mel (sañskriteg madhu). Chufere (chug-ferv hervez Léon Fleuriot) a zo implijet e Bro-Dreger dreist-holl, ha chouchenn e-kreiz ar brezhonegva. Un toullad gerioù all a zo : "bochad", "dour mel", "dourvel", "pikenaodenn" ha "pikenaouenn". Ar chufere eo an anv roet d'ar mesk sistr gant mel, ur mod all da fardañ an died. Brudet eo chufere Gwelegouarc'h e Bro-Wened.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy