Conamara

Conamara, gant menezioù ar Beanna Beola a-dreñv.
Kartenn eus Conamara ent-strizh (livet e ruz ha roz)

Conamara (Connemara e saozneg) a reer eus ur c’horn-bro e kornôg Kontelezh Gaillimh en Iwerzhon. Bevennet eo Conamara gant ar Meurvor Atlantel er c’hornôg ha gant an harzoù gant Kontelezh Maigh Eo en hanternoz. Hiziv e talvez an anv Conamara alies evit ar c’hornad zo etre kêr Gaillimh hag An Clochán. Ent strishoc’h ne dalvez nemet evit ar vro zo e kornôg pellañ ar gontelezh ha n’eo ket evit an holl zouaroù zo er c’hornôg da Loch Coiribe (Lenn Corrib). Cois Fharraige a reer eus an tolead a zo a-hed ar mor, er c’hornôg da gêr Gaillimh, hag emañ Conamara er gwalarn d’ar vroig-se.

An Clochán eo ar gêr vrasañ e Conamara. Ur vroig paour an douar enni eo, kaer ar maezioù hogen meinek ha difrouezh ha n’eus enno nemet deñved ha taouarc'h. Brudet eo gouenn kezeg Conamara a reer anezho “poneed Conamara”.

An iwerzhoneg eo yezh hengounel kreisteiz ha mervent ar c'horn-bro, met ar saozneg eo yezh voas an dud e hanternoz ha gwalarn an tolead.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy