CryEngine

CryEngine
Cry Engine
Krouidigezh 2004
Padelezh 2004 - Bremañ
Doare Lusker c'hoari video
Stumm CryEngine V
Sevener Crytek
Bro Alamagn Alamagn
C'hoarioù pennañ
Lec'hienn internet www.cryengine.com

Cry Engine a zo ul lusker tresel hag a servij da sevel c'hoarioù video.
Gant ar studio Crytek e voe krouet e 2004, hag implijet evit ar wech kentañ evit amprouiñ ar gartenn dresel Nvidia. Ken mat e voe disoc'hoù an amprouadenn ma voe savet ur c'hoari diwarni, deuet da vezañ an heuliad c'hoarioù video Far Cry.

Kenderc'hel a ra al lusker CryEngine da vezañ implijet ha gwellaet hiziv-an-deiz c'hoazh evit bezañ implijus war ar savennoù nevez a degouezh e bed ar c'hoarioù video.
Crytek hag Ubisoft eo implijerien bennañ Cryengine, met dibabet ez eus bet reiñ an dro da saverien c'hoarioù video nann arbennikaet d'e implijout gant ur stumm Pay What U Want ("Paeit ar pezh a fell deoc'h")[1]. Ubisoft a implij al lusker gant ur stumm perc'hennet gantañ e-unan, anvet Dunia Engine, evit kenderc'hel gant an heuliad c'hoarioù video Far Cry.

Hervez ar c'heloù diwezhañ, adprenet eo bet CryEngine e miz Ebrel 2015 gant Amazon evit US$ 50–70 milion. Dre-se e vefe deuet war-wel e miz C'hwevrer 2016 un doare CryEngine adsavet gant Amazon hag anvet Amazon Lumberyard.

  1. (fr) Next Inpact, 16/03/2016

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy