An dispartiach[1] eo ar fed da zispartiañ strolladoù tud hervez o gouenn pe o orin kevredigezhel, pa vefe e-keñver ur gêr, ur rannvro pe ur stad, en un doare kadarnaet pe gouzañvet gant ar stad.
An apartheid a oa bet ur skouer dispartiach gouennel e Suafrika.
E Stadoù-Unanet Amerika e oa bet dispartiach gouennel betek ar bloavezhioù 1960.