Eteokiprenezeg

Hengipreg
(*dianav)
Perzhioù
Komzet e : yezh varv
Rannved : Kiprenez
Komzet gant : yezh varv
Renkadur : yezh varv
Familh-yezh : Digenvez
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An eteokiprenezeg zo ur yezh a veze komzet e Kiprenez e-pad Oavezh an arem. Ne oa ket ur yezh indezeuropean ha kar e oa d'an eteolemneg]] ha d'an etruskeg moarvat. Dazlennet eo bet un darn eus an testennoù skrivet er yezh-se gant ar silabenneg kiprenezat. Adalek an Xvet kantved kent J.K. e kevezas an henc'hresianeg gantañ hag ez eas da get er pevare kantved kent J.K.


An anv eteokiprenezeg a dalvez kiprenezeg "gwirion" pe "kiprenezeg orin". Gallout a reer tostaat anezhañ da anv an Eteokreteg. Implijet eo bet an daou anv-se evit komz eus ar yezhoù kentgresianek a veze safaret e Kiprenez hag e Kreta[1]. Skrivet e veze an eteokiprenezeg gant ar silabenneg kiprenezat, ur skritur silabennek deveret diouzh al Linenneg A moarvat (dre al Linenneg C).

Dianav eo ar yezh-se war-bouez ur c'heriaoueg vihan testeniaekaet en enskrivadurioù divyezhek. Krafoù evel an ereadurezh, an troadurioù pe displegadenn ar verboù a chom ur c'hevrin. Depantout a ra an esaeoù troidigezhioù eus ar yezh pe eus ar strollad yezhoù implijet gant an droerien evel diazez d'o labour met ne zeuont ket da bennvat. Yezhoniourien zo a laka e oa kar d'an etruskeg ha d'al lemneg, ha lod all a soñj ez eo ur yezh semitek. Ar re na duont ket gant an eil kostezenn pe eben a ra anv eus ur yezh dianav komzet kent an henc'hresianeg. Abalamour d'an niver bihan a destennoù zo bet dizoloet ez eus kalz martezeadennoù n'int ket prouet betek-henn.

  1. S.o. Partridge, Eric (1983) Origins: A short Etymological Dictionary of Modern English, New York: Greenwich House, ISBN 0-517-41425-2. Savet e oa ar ger Eteokiprenezeg ("Eteocypriot" e saozneg) gant Friedrich e 1932, hervez Olivier Masson e ETEO-CYPRIOT, ur pennad-skrid e Zbornik, Issues 4-5, 2002-2003.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy