Freyr

Freyr, (henalamaneg uhel: frô, goude frôjo, frouwo, goteg: frauja, hensaozneg frēa), a za eus ur wrizenn proto-germaneg *Fraujaz pe *Frauwaz "Aotrou", hag e gevatal benel *Frawjō "Itron". Sur a-walc'h e oa implijet ar ger-mañ evit diwall diouzh lavaret anv gwir an doue (un droukpedenn e vije), evel e vez gwelet er bibl gant anv YHWH a zo anvet Adonai hag a dalva "Aotrou". Eñ a ren ar glaveier ha skedoù an heol.

Maen-run G 181 eus Gotland (Mirdi broadel istorel Stockholm): Odin, Thor ha Freyr skeudennet evel un dreinded.
Freyr gant e hoc'h-gouez Gullinborsti, Gant Johannes Gehrts (1901)

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in