Guajira

 La Guajira zo un departamant eus Kolombia.


Guajira zo un doare kanaouenn hengounel eus reter Enez Kuba. Dont a ra an anv eus ar ger guajiro a dalv kement ha kouer en Enez Kuba.
Buhez kouerien Kuba eo dodenn ar guajiras peurliesañ.

Kanaouennoù e 4/4 eo ar guajiras, kanet goustad, eilet gant ar gitar, tost d'ur son.
Espinelas[1] eo ar c'homzoù, da lavaret eo pozioù dek gwerzenn eizh silabenn enno, savet diwar-benn buhez ar guajiras – ar gourerezed kuban.

Jorge Anckermann (La Habana 1877-1941) a vez lakaet da dad ar Guajira a-c'houde e ganaouenn El arroyo que murmura ("Hiboud ar wazh-dour", ha "hiboud tud ar straedoù" ivez)[2],[3].
Guantanamera, savet e 1928 gant Joseíto Fernández, eo ar guajira brudetañ e-maez Kuba.

  1. Diwar doare ar skrivagner ha sonaozer spagnol Vicente Gómez Martínez Espinel (Ronda, Málaga, 28 a viz Kerzu 1550 - Madrid, 4 a viz C'hwevrer 1624.
  2. Sonerezh
  3. (es)Komzoù]

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy