Gwenaerezh

O kuitaat kastell Powderham, Devon, e 2005

Gwenaerezh a reer eus un doare hemolc'h hengounel ma reder — war varc'h peurliesañ — war-lerc'h ul loen gouez da heul ur bagad-kon-red betek ma vefe tapet ha lazhet al loen diviet.

Perzh dibar an hengoun-se eo ez eo ar c'hon hag a gas an hemolc'h, an dud war o lerc'h. Evel ar falc'hunerezh hag an hemolc'h danzouar gant furiged, ar c'hon a ra pep tra : o sterniañ hag o skoazellañ a ra ar wenaerien, hep gallout erlec'hiañ outo. Bondoug ar c'hon enep hini al loen gouez eo danvez ar gwenaerezh.

Arabat eo droukveskañ ar gwenaerezh gant ar falc'hunerezh, ma hemolc'her dre laboused-preizh, ha gant an haboerezh hag a zo un ensavadur bet krouet e 813 gant Karl Veur evit diouennañ ar bleizi dre drapoù hag armoù.


Chaseal dre lez zo un doare da chaseal en ur redek, en ur c’hwezhañ er c’horn boud, hag en ur huchal. Un teknik eo ma heulier al loen gouez (ur c’harv en Europa, pe ur moc’h-gwez, un heizez, ul louarn, ur c'hounifl pe ul lapin) gant ur bagad chas o redek war-lec’h al loen chaseet betek ma vije skuizh divi ha mervel. Gant o fronelloù espar e c’hwez ar c’hri war-lec’h roudoù bet laosket gant al loen preizet. Gourdonet a savet eo ar chas evit argas ul loen hepken. Ar droadeien pe ar varc’herien a vez oc’h ambroug ar bagad chas.

Rendaeloù a vez war ar sujed, difennet eo e Belgia abaoe 1995, en Alamagn goude dibenn an eil Brezel bed, hag e Breizh-Veur abaoe 2005. Erlec’hiet o deus e Breizh-Veur gant ur stumm dizrouk, hep tamm jibouez ebet, ma vez atizet fronelloù ar c’hi gant substituoù lu touelus. Ouzhpenn 80 % eus an dud e Frañs a vefe enebet ouzh an doare chaseal el lez.

  • "Gwenaerezh meur" (grande vénerie) a reer eus ur bagad-kon hag a red war-lerc'h bronneged bras : demmed (Dama dama), hoc'h-gouez (Sus scrofa), kirvi ruz (Cervus elaphus), yourc'hed (Capreolus capreolus).
  • "Gwenaerezh bihan" (petite vénerie) a reer pa hemolc'her broc'hed, gedon, lern.
  • "Akipaj" (équipage) a reer eus un aozadur hag a zo perc'henn war un tiriad gouestlet d'an hemolc'h, gant ur bagad-kon hag ur skipailh gwenaerien.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy