Hypatia

Hypatia, hervez Alfred Seifert
Poltred faltazius eus Hypatia, en daolenn Skol Aten (1509-1510) gant Raffaello Sanzio e Mirdi ar Vatikan.
Marv Hypatia, er Vies des savants illustres, depuis l'antiquité jusqu'au dix-neuvième siècle, 1866, gant Louis Figuier

Hypatia (henc'hresianeg : 'Ὑπατία Hypatia) a oa ur vatematikourez egiptat, gresianegerez, steredoniourez ha prederourez eus kêr Aleksandria, ganet etre 355 ha 370 ha muntret gant kristenien e 415, dispennet he c'horf ha devet.

Diskiblez e oa da Blotinos, hag e penn Skol nevezplatonek Aleksandria e oa. Kenskrivañ a rae gant speredoù uhel he bro, studiañ ar boelloniezh hag ar skiantoù resis, ha bevañ evel ur benedourez.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy