Islavarenn

Er yezhoniezh e vez lavaret islavarenn (e saozneg : dependent clause pe subordinate clause) eus ul lavarenn hag a zo bet staget ouzh ul lavarenn all a zo dizalc'h, rak n'hall ket talvezout drezi hec'h-unan evel ur frazenn beurglok na reizh hervez reolennoù ar yezhadur.

Neuze e teu al lavarenn dizalc'h da vezañ pennlavarenn, hag al lavarenn stag outi da vezañ un islavarenn (eus is, izel) dre m'eo renet gant ar bennlavarenn. A-wechoù e vo stag an islavarenn ouzh un anv-kadarn pe ur raganv er bennlavarenn (ha neuze e vez anvet islavarenn-stag), a-wechoù ouzh ar prezegad, ha neuze e vo evel ur renadenn, ha meur a seurt zo eus ar re-se.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy