Izomeriezh

Ar seurtoù izomeriezhioù

E kimiezh organek e komzer eus izomeriezh pa vez div volekulenn dezho ar memes formulenn diaoz met formulennoù damziorroet pe formulennoù diorroet disheñvel. Perzhioù fizikel, kimiek ha biologel disheñvel o deus ar molekulennoù-se a vez graet izomeroù anezho.

Savet eo bet an termen izomeriezh diwar ar gerioù henc'hresianek ίσος (isos = heñvel) ha μερος (meros = lodenn).

Merzet e voe an izomeriezh evit ar wezh kentañ e 1827 pa voe aozet an drenkenn izosianik (H-C=N=O) gant Friedrich Woehler. Daoust ma oa he c'henaozadur elfennel heñvel ouzh hini an drenkenn fulminek (H-N=C=O, aozet gant Justus von Liebig ar bloaz a-raok) e voe notennet gant Woehler ez eo disheñvel a-grenn perzhioù kimiek an daou zanvez-se. Kontrol e oa an dizoloadenn-se da deoriennoù ar mare ma soñjed e oa didermenet penn-da-benn perzhioù an danvezioù gant o formulenn diaoz.

Lakaat a reer kemm etre meur a izomeriezh, dreist-holl etre an izomeriezhioù struktural hag ar re ardremmez (stereoizomeriezh). Bezañ ez eus izomeriezhioù kenfurmadur ivez.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy