Kabestr

Kazeg gant he c'habestr.

Ur c'habestr zo ur pezh eus harnez ar c'hezeg a vez lakaet ouzh penn an aneval evit gallout e zerc'hel pe e gas. Staget e vez en-dro d'ar gouzoug, a-drek an divskouarn, hag en-dro d'ar genoù.

N'haller ket kregiñ en ur gazeg digabestr.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy