Llanfyllin

Ar foar e Llanfyllin gwechall

Llanfyllin zo ur gêr vihan, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e hanternoz Powys. Kêr vrasañ hanternoz Sir Drefaldwyn e oa ivez. Emañ nepell diouzh an Afon Cain, un adstêr d'an Efyrnwy, er c'hreisteiz da venezioù Y Berwyn. Emañ er mervent da Groesoswallt.

A-gozh eo anavezet Llanfyllin abalamour d'ar feunteun vurzhudus a zo enni, "Fynnon Coed y Llanin". Gouestlet eo ar feunteun-se da sant Myllin, ha kontañ a reer e veze badezet tud gantañ eno er VIvet kantved[1] Gouestlet eo an iliz-parrez da sant Myllin ivez, ur sant hag a a vije deuet eus Iwerzhon, marteze. Hervez ar richenn emañ bez ar sant dindan aoter an iliz.[2]. Eus 1706 eo ar savadur a zo bremañ avat, hag an hanter vrasoc'h eget an iliz kentañ.

  1. St.myllin's Well Coed Y Llan, Llanfyllin
  2. Church of Saint Myllin, Llanfyllin - CPAT

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy