Luc'heilerez

Graet e vez luc'heilerez eus un ardivink a dalvez d'an dud d'ober luc'heilennoù. Arveret e vez e meur a lec'h (skolioù, tiez-kêr, embregerezhioù ha kement zo) da gaout eilennoù peurheñvel war (unan pe vuioc'h) eus ur pezh orin, un teul paper moullet traoù warnañ. Gwechall e veze graet gant luc'heilerezioù treloc'hel nemetken a yae en dro gant enkr, pe huz, dourenneg da voullañ. Da c'houde int aet da vezañ tredanel evel ar peurvuiañ eus an ardivinkoù arnevez gant meur a amredad elektronek o kemer muioc'h mui o flas enne ivez betek merañ an argerzh mont en dro a-bezh bremañ. Hag abaoe meur a vloavezh e vez implijet huz poultr da voullañ, paket hiviziken e-barzh karitelloù aezet da gemmañ pa vezont toull.

Renket e vezont diouzh o buander, hervez an niver a follennoù a c'hellont moullañ e-korf ur vunutenn. Lâret e vez evel-se eo gouest ul luc'heilerez ober 15 luc'heilenn bep munutenn evit unan e vije staliet da skouer e-barzh burev un embregerezh vihan pe unan arall a vije barrek d'ober 80 luc'heilenn bep munutenn evit un ardinvik ("da broduiñ") staliet en ul lise bras a-walc'h. Gallout a reer dewerzhañ ar buander-se e pajenn dre vunutenn (pdv) eleze evit an div skouer a-us : 15 pdv ha 80 pdv. Hervez o buander luc'heilañ e vezont renket e-barzh krennennoù evel da skouer ar grennenn II pe IV.

Moullet e vez gante war skoroù moullañ a bep seurt o kaout lies arouezadur : an tewder, dreist-holl evit ar paper, ar ment, an danvez (paper reizh, paper treuzwelus, paper treuztresañ, paper adaozet). Ar ment paper implijet peurliesañ e-barzh al luc'heilerezioù a zo deus ar ment A6 d'an hini A3. Lod anezhe a zo moaien moullañ war skoroù A2 gante evit implijoù ispisial (skritelloù da skouer).

Met bremañ e c'heller stadañ daou seurt luc'heilerezioù hervez an teknologiezhioù a vez implijet evit o mont en-dro : al luc'heilerezioù kemblac'hel hag al luc'heilerezioù niverel. Ar re gentañ o vont da vezañ muioc'h-mui diamzeret pa geñverier o galloudezh ouzh hini ar re niverel deskrivet diwezhatoc'h.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy