Lucretia (Lucrezia en italianeg) zo ur vaouez eus istor mojennel Roma, hervez m'eo kontet gant Titus Livius.
Merc'h e oa da Spurius Lucretius ha gwreg da Lucius Tarquinius Collatinus. Brudet e oa he c'hened ha brudetoc'h c'hoazh he vertuz.
Ar roue Tarquinius, pe Lucius Tarquinius Superbus (superbus, a dalv kement ha "lorc'h ennañ"), roue diwezhañ Roma, en doa ur mab, Sextus Tarquinius, un den feuls ha drouk, en doa c'hoant da louzañ vertuz ar wreg feal.
Un deiz ma oa bet pedet mab ar roue gant e bred da di an daou bried e wallas Lucretia, hag e reas evel-se daou dorfed war un dro: unan a-enep ur wreg roman, unan all enep lezennoù an degemerusted.
Pa voe aet kuit an torfedour e c'halvas Lucretia he zad hag he fried ha Lucius Junius Brutus a oa gante. Goude displegañ dezho petra a oa c'hoarvezet, ha goulennet digante he dialañ, en em lazhas dirake gant ur gontell.
Neuze ez eas ar wazed a oa en-dro dezhi da sevel ar bobl, ha Lucius Junius Brutus en o fenn, o tiskouez korf ar wreg lazhet, hag int ha kerzhout war-du Roma.
Erru eno e savjont ar bobl adarre a-enep tiegezh ar roue, ha diskar ar roueelezh.
Edo ar roue Lucius Tarquinius Superbus o vrezeliñ pellik diouzh Roma, setu e rankas distreiñ buanañ ma c'hallas, met pa zegouezhas e oa kloz perzhier kêr, ma rankas mont en harlu da Etruria.
Hervez ar vojenn eta eo war-lerc'h gwallidigezh Lucretia e voe savet ar Republik e -509.