Lugan

Ul lugan zo ur youc'h brezel, ha n'eo ket ur c'han. Graet e vez ar ger-se ivez, ha dreist pep tra, eus ar frazennoù a vez savet, pe goveliet, da lakaat e penn an dud, dezho da gompren ur wirionez ofisiel bennak, da grediñ enni, pe da zerc'hel soñj anezhi.

Implijet e vez al luganoù er politikerezh, er relijion hag er c'henwerzh, da gendrec'hiñ an dud. Ul lugan mat eta a zo ur seurt diskan berr, aes da gompren, da gounaat, ha da adlavarout. Tennañ a ra a-wechoù d'ur c'hrennlavar, pa c'hoari gant ar c'hlotennoù.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy