Manowar

Manowar
Manowar e 2013

Bro orin Auburn, New York, SUA
Doare(où) Heavy metal, power metal
Bloavezhioù oberiant 1980–bremañ
Label(ioù) Magic Circle Music - Atco Records - Atlantic Records - Geffen Records

Izili Joey DeMaio - Eric Adams - Donnie Hamzik - E.V. Martel
Izili bet er strollad Carl Canedy - Ross Friedman - Scott Columbus - David Shankle - Kenny Earl Edwards - Karl Logan
Endro HolyHell - Rhapsody of Fire - The Dictators - David Shankle Group - The Rods - Brain Surgeons - Christopher Lee

Manowar zo ur strollad heavy metal[1] stadunanat eus New York.
E 1980 e voe krouet, hag anavezet mat eo abalamour d'e gomzoù tro-dro d'ar fantasy (ar sword & sorcery pergen) hag ar wengelouriezh (re Skandinavia ha Gres dreist-holl), ha d'o c'hanaouennoù a azeul ar sevenadur heavy metal. Anavezet eo ivez en abeg d'e son pounner ha kreñv.
En un atersadenn gant MTV e miz C'hwevrer 2007, ar soner gitar-boud Joey DeMaio en devoa klemmet : « hiziv an deiz e vank kalz a donioù metal galloudus ha meur gant gitaroù a gas da vat ha gant kanadegoù hag orkestroù, neuze eo mat ez eus un nebeud strolladoù eveldomp a ra ar perzh a vanka. »[2]

E 1984 e voe enskrivet Manowar e-barzh ar Guinness Book of World Records peogwir en doa graet ar sonadeg trouzusañ a voe biskoazh, ha aet eo uheloc'h div wezh c'hoazh a-c'houde. Ur rekord all zo ganto : ar sonadeg hirañ er bed pand o deus sonet e-pad pemp eur hag ur vunutenn e Bulgaria (Kavarna Rock Fest) e 2008[3],[4].

Brudet eo o lugan Death to false metal! ("Ar marv d'ar metal faos !")[5],[6]. Daoust ma n'int ket daet da vout mil-vrudet e SUA e vez heuliet ar strollad gant ur bern tud eus ar sevenadur-se.
E 2019 e oa bet gwerzhet ouzhpenn 20 milion ag albomoù gant Manowar er bed a-bezh[7].

  1. (en) 'Heavy Metal Case Study #1: Manowar'. Kavet : 07/07/2021.
  2. (en) MTV, 02/08/2004. Kavet : 07/07/2021.
  3. (en) 'Manowar Attempts To Break Guinness Record With Five-Hour Concert'. Roadrunnerrecords.com. Diellet er skrid orin d’an August 12, 2008. Kavet : 07/07/2021.
  4. (en) 'Manowar Play Longest Show Ever'. Sputnikmusic. Kavet : 07/07/2021.
  5. (en) 'The Kingdom Of Steel'. Manowar (January 13, 2012). Diellet er skrid orin d’an April 19, 2012. Kavet : 07/07/2021.
  6. (en) 'Me'. Tbns.net. Diellet er skrid orin d’an November 27, 2012. Kavet : 07/07/2021.
  7. (en) 'Valhalla Studios'. valhallastudiosny.com. Kavet : 07/07/2021.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy