Menandros

Menander, eildelwenn roman eus delwenn hellazat

Menandros (Μένανδρος ), pe Menander hervez al latin, a oa ur skrivagner c'hoariva gresianek eus dibenn ar IVvet kantved kent JK.

E bezh kentañ e oa Orge (-321 ; Konnar). Ouzhpenn kant all a vo goude. Darn n'ouzer nemet o anvioù, pe pe n'anavezer nemet ur frazenn anezho, adskrivet gant oberourien all. Unan avat, Dyskolos, a voe kavet en e hed war babirus egiptat hag embannet e 1958.

Ur skouer e oa d'ar skrivagnerien latin Plautus ha Terentius a zrevezas e oberenn. Pan eas da Hellaz e troas Terentius 118 eus e gomediennoù, a-hervez.



From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy