Ar munision eo ar pezh a garger en un arm-tan. Ennañ e kaver da nebeutañ ur gargad da gas ur vannadell war-raok, hag ur vannadell pe meur a hini (drajez plom, boled, obuz).
Abaoe eil hanterenn an XXvet kantved e c'hall munisionoù zo bezañ kaset dre o nerzh dezhe (roketennoù, misiloù), hag a-wechoù e c'hallont bezañ heñchet eus al leur pe kavout o hent o-unan. Ar vannadell a c'hall bezañ leuniet a-wechoù gant danvez-tarzh, shrapnel pe produioù kimiek.