Oaziz

Oaziz Timimoun, Aljeria
Un oaziz e Libia

Oaziz (diwar ar gresianeg ὄασις / óasis) a reer en douaroniezh eus un dachenn strujus en dezerzh, stummet diwar douar gleb pe diwar ur boullennad dour tost a walc'h dindan an douar, pe a wechoù e-kichen un oued.

Pouezus-tre eo bet atav perzh an oazizoù e diazez an hentoù kenwerzhel, pa c'helle tud ar c'haravanennoù kavout enno peadra da evañ ha da zebriñ. Al lec'hioù-se a c'hell bezañ ivez lec'hioù da gejañ gant tud all rak lec'hiet int war groashentoù en dezerzh.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy