Oferenn

Agnus Dei, Misa de Barcelona, XIVvet kantved

An oferenn ([o'fern], [u'vern]) eo anv al lid pouezusañ er relijion gristen. An oferenn zo ul lid liturgiezh ma lid ar beleg pe ar veleien e karg Sakramant an Aoter. Pa vez oferennoù-lid e c'hall bezañ meur a oferenner. Lavaret e vez an oferenn en un iliz peurliesañ, pe en ur chapel, hervez unan eus al lidoù degemeret gant unan eus an ilizoù kristen : al lid roman, bizantat, armenian, luterian, anglikan...

Gallout a ra an oferenn bezañ lidet bemdez gant pep beleg, war-bouez Da Wener ar Groaz, met ivez da-geñver sakramantoù all (badeziant, eured, kouzoumenn, urzhiadur ur beleg), da vare lidoù sakramantel (interamant, kurunidigezh), ha da goulz darvoudoù lidek eus buhez an Iliz hollvedel (sened-iliz, sened kardinaled) pe lec'hel (donedigezh ur person nevez).

En hengoun katolik pe protestant e talc'h ar sonerezh ul lec'h a-bouez el lidoù. Ar ger « oferenn » a ya neuze dre astenn da envel ur pezh sonerezh, anezhañ hollad ar c'hanennoù hag ar pennadoù sonerezh a heul kerzh an oferenn. Er ster-se ez eo ur sort sonerezh stag ouzh ar sonerezh relijiel. Kalz saverien o deus krouet « oferennoù », pa vefe evit al lidoù boaz pe evit darvoudoù divoaz (oferennoù kurunadur, oferennoù eured, oferennoù interamant, ha kement zo...)


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy