Pellgent

Christmas Eve, ul livadur eus 1878 gant J. Hoover & Son.

Ar Pellgent eo noz an Nedeleg, etre ar 24 hag ar 25 a viz Kerzu er broioù katolik hag anglikan da gentañ, bremañ e broioù ar C'hornôg dre vras. Noz an Nedeleg a vez lavaret ivez.

En noz-se, hervez ar c'hiz kristen, e vez kanet noueloù, ez aer da oferenn hanternoz, hag e vez graet adkoan pe fiskoan nedeleg goude. Aozet e vez un "oferenn ar vugale" da 7 eur alies ivez. Lakaet e vez etev an Nedeleg en oaled, ur mell kef hag a zevo an noz-pad, hag adalek hanternoz e vez lakaet ar mabig Jezuz er c'hraou.

Deuet eo da vezañ ul gouel lik hiziv hon deiz, heuliet gant kalz familhoù er bed kornaouegel hag e lec'h all, en o zouez ar familhoù dibleustr pe digristen. Debret e vez fiskoan, ur goan vrasoc'h hag hiroc'h eget boaz ; lakaet e vez profoù e traoñ ar saprenn ; hag ar re a het un "Nedeleg Laouen" d'ar re all da hanternoz. E-pad vakañsoù an Nedeleg emañ ar gouel-se hag a vez gortozet gant ar vugale peogwir e vez dizoloet o frofoù ganto ar beure war-lerc'h, da zeiz an Nedeleg. Evit gwir eo d'an noz-se e tremen an tad Nedeleg dre ar siminal evit kas ar profoù d'ar vugale dre ar bed.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy