Poateveg

Kartenn ma weler ar poateveg e-mesk ar yezhoù oil

Ar poateveg (pouétevin pe poetevin er vro) zo ur yezh romanek, eus familh ar yezhoù oil. Komzet e vez e proviñs kozh Poatev, e Bro-C'hall, da lavaret eo e departamantoù Vendée, Deux-Sèvres (nemet er biz, war-dro Thouars), Vienne (nemet en hanternoz, war-dro Loudun), e gwalarn departamant Charente, hag ivez en hanternoz proviñs kozh Aunis (war-dro ar Roc'hell hag en enez , e Charente-Maritime bremañ), e kreisteiz al Liger-Atlantel (Bro-Raez) hag en un tammig eus departamant Maine-et-Loire (Mauges).

Alies-mat e vez bodet gant ar santonjeg en ur strollad poateveg-santonjeg[1] gant ar yezhoniourien hag ar skolveuridi, met dispartiet e vez an div yezh-se gant lod[2].

  1. Lec'hienn Pivetea
  2. Lec'hienn Xaintonge

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in