Pwllheli

Kreiz kêr Pwllheli

Pwllheli zo ur gêr hag ur gumuniezh en arvor su Ledenez Llŷn e hanternoz Kembre.

Ur porzh pouezus e oa gwechall. Kêr bouezusañ Ledenez Llŷn eo.

Hervez niveridigezh 2001 ez eo Pwllheli unan eus al lec'hioù kembraekañ zo e Kembre, gant 80% eus an annezidi hag a oar ar yezh.

E-kichen Pwllheli emañ Penyberth, al lec'h ma voe c'hwezhet an tan en ur skol eus arme Breizh-Veur gant Saunders Lewis, D.J. Williams ha Lewis Valentine e 1936.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy