Sindikadelezh

Manifestateg sindikadel e 2005.

Ar ger “sindikadelezh” a zeu eus ar ger gresian “sundikos” a dalvez skoazellañ un den bennak a gaser dirak ar justis. Ar sindikalezh a zo anezhañ ul luskad e bal unvaniñ al labourerien en aozadurioù, er sindikadoù, e-benn difenn o interestoù boutin (kreskiñ ar goproù, aozioù labour gwellañ, digreskiñ pad al labour, stourm a-enep d'an dienfredadurioù…)

Ar ger “sindikalezh” a dalvez ivez da envel an ober stourm a glask kenderc’hel gant palioù ur sindikad.

Ar ger “sindikalezh”, er ster boutinañ ha degemeret ar muiañ, a vez implijet evit ar sindikadoù gopridi hag un tammig nebeutoc’h evit ar sindikadoù studierien hag ar sindikadoù liseidi. Dedalvezout a ra ar meneg sindikad micherel ivez, e broioù zo, da envel an aozadurioù patromed.

Ar bloavezhioù 1880 a oa bet merket gant krouidigezh ar sindikalezh en Europa. E Frañs ez eo gant lezenn Waldeck Rousseau e 1884 e voe roet aotre da grouiñ sindikadoù.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy