Tarzan

Golo Tarzan of the Apes

Tarzan a zo un haroz faltazi bet ijinet gant Edgar Rice Burroughs e 1912 en e romant Tarzan of the Apes. Brudet eo deuet Tarzan da vezañ peogwir eo bet implijet da haroz filmoù ha bannoù-treset, daoust ma n'eo ket bet doujet d'an dudenn orin er filmoù. Tarzan zo un haroz a denn da vojenn an hini gouez jentil (Gwener e-barzh Robinson Crusoe, skridoù kentañ J-J. Rousseau...) ha da hini ar vugale ouez (evel Mowgli e-barzh Levr ar janglenn gant Rudyard Kipling, Romulus ha Remus). Tennañ a ra ivez da gelennadur ar darwinouriezh sokial, hag a levezonas skrivagnerien all evel Jack London ha Robert Ervin Howard.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy