Triskell


Triskell troet war an tu kleiz.
Un doare triskell all
Triskell eus Oadvezh ar Maen
Heñval, war an tu-enep

An triskell (henc'resianeg τρισκελης triskelê "teir gar", dre ar gallekadur triscèle) zo un arouez teirgarek. E broioù zo (Manav, Sikilia) ez eo eeun linennoù an triskell, e re all eo kromm, evel e Breizh ma'z eo deuet da vout unan eus an arouezioù breizhek.

E broioù all ivez e kaver triskelloù nemet ne vez ket kromm an teir gar atav, evel war banniel Anguilla, war hini Enez Manav, war hini Ingouchetia ha war hini Sikilia. E Sikilia e vez graet trinacria eus an triskell.

Tud zo a gred hag a lavar ez eo un arouez keltiek. Re all a lavar n'eo ket, nag a orin nag a implij hiziv. Met gwir eo n'eus lec'h ebet ma vez gwelet kement a driskelloù hag e Breizh. Keñveriet e vez gant al lauburu euskarat a-wechoù dre m'int deuet o-daou da vezañ evel arouezioù broadel.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy