Uzi | |
---|---|
Ur bistolenn-vindrailher Uzi | |
Kinnig | |
Bro | Israel |
Mont en-dro | Pistolenn-vindrailher |
Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum |
Produer | Israel Military Industries |
Mare implij | 1952-2003 (e arme Israel) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,5 kg |
Mas (karget) | 4 kg |
Hirder | 650 mm |
Hirder ar c'hanol | 260 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 200 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 410 m/s |
Endalc'h | 20, 25 pe 32 gartouchenn |
An Uzi zo ur bistolenn-vindrailher ijinet en Israel gant an ijinour Uziel Gal adalek 1948 ha produet gant an embregerezh armoù Israel Military Industries (IMI).
Gwerzhet ez eus bet 10 milion eus e adstummoù[1]. Awenet eo gant ar pistolennoù-mindrailher tchek SA 23 hag SA 25. E meur a film e weler anezhi hag e-touez ar pistolennoù-mindrailher brudetañ emañ. Deuet eo Uzi da vezañ un anv jenerek evit an armoù-mañ e genoù tud zo.