Virjinal

Ur virjinal flamank.

Ur virjinal[1] zo ur benveg-seniñ dre gerdin evel ar c'hlav-kerdin. Sonet e veze kalzik en hanternoz Europa hag en Italia e dibenn ar Grennamzer ha da goulz an Azginivelezh, er XVvet ha XVIvet kantved.

Bihanoc'h eo ar virjinal eget ar c'hlav-kerdin, ha n'eus nemet ur gordenn evit pep notenn. Didroad e oa ar virjinalioù ha lakaet e vezent war un daol da seniñ.

Sonet e veze kalz e dibenn ar XVIvet hag a-hed ar XVIIvet kantved. E Bro-Saoz e voe kemeret e lec'h gant ar spinetez, an doare italian, hag en Alamagn gant ar c'hlav-kerdin pe clavichord.

  1. Painting of 'Lady Seated at the Virginals'.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy