Wallonia zo ur rannvro eus Belgia (e galleg: Wallonie, e walloneg: Walonreye). Rannvro Wallonia a vod an darn vrasañ eus gallegerien Belgia, war-bouez re Vrusel. E Rannvro Wallonia ez eus ivez alamanegerien a ya d'ober Kumuniezh alamanek Belgia. Ar galleg eo ar yezh ofisiel, nemet er Gumuniezh alamanek eo an alamaneg. Yezhoù rannvroel zo anavezet gant al lezenn : ar walloneg eo an hini pennañ anezho, e-kichen ar pikardeg er c'hornaoueg, al luksembourgeg er gevred...
Emañ Parlamant ha gouarnamant Rannvro Wallonia e Namur. Renet eo ar gouarnamant-se, abaoe miz Gouere 2007, gant Rudy Demotte.
Galloudoù ar Rannvro zo displeget e bonreizh Belgia. Plediñ a ra Rannvro Wallonia gant aozañ an tiriad, an endro, gwarez an natur, al lojeiz, an dour, an energiezh hag an implij.