Alamaneg (Deutsch) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Alamagn, Aostria, Suis ha 37 bro all |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 120 000 000 |
Renkadur : | 9 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Alamagn Aostria Suis Liechtenstein Luksembourg Belgia • Kenofisiel e lod rannvroioù eus : Danmark Italia Polonia |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | de |
ISO 639-2 | deu |
ISO 639-3 | deu |
Kod SIL | DEU, GER |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
An alamaneg (pe Deutsch er yezh-se) a zo ur yezh eus strollad yezhoù germanek ar c'hornôg, e familh ar yezhoù indezeuropek. Ar yezh implijetañ en Unaniezh Europa an hini eo.
Ar yezh a vez komzet e seizh bro dreist-holl: Alamagn, Aostria, Suis, Liechtenstein, Luxemburg, reter Belgia, su Tirol. En Elzas, Loren, hag e Nordschleswig (su Danmark) e vez implijet ar yezh gant ur vinorelezh eus an dud. Kumuniezhoù alamanek a vev ivez en Europa ar reter, e su Brazil, hag e Namibia.
Gaolet eo ar yezh etre alamaneg-uhel hag alamaneg-izel.