Anna

Maria en-bihan. livet gant Dante Gabriel Rossetti. Maria eo ar bugel, a vo brudet evel ar Werc'hez Vari. He mamm Anna an hini a zo oc'h eveshaat anezhi.
Santez Anna hag he merc'h, ar Werc'hez Vari, livet gant Leonardo da Vinci.

Anna zo un anv-badez brezhonek, testeniekaet mat e Breizh, diwar anv Santez Anna, mamm ar Werc'hez Vari er gatoligiezh, hag a gaver e meur a yezh all ivez, rak gant emled ar relijion-se eo bet brudet an anv dre ar bed, a-wechoù en e stummoù all, saoznek, Ann, pe gallek, Anne, dreist-holl.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy