Prantad Aotrounez ar brezel zo ur prantad eus istor Sina en XXvet kantved pa oa rannet ar vro etre Aotrounez ar brezel disheñvel goude marv Yuan Shikai. Yuan Shikai a oa diktatour Sina abaoe diskar an Dierniezh Qing gant Dispac'h 1911. E varv e 1916 a lakaas ar gouarnamant kreiz da goll e veli war Sichuan, Shanxi, Qinghai, Ningxia, Guangdong, Guangxi, Gansu, Yunnan ha Xinjiang.
Adalek neuze e renas ur brezel diabarzh dibaouez etre tuadoù disheñvel, anvet "santieroù", renet gant Aotrounez ar brezel. An emgannoù brasañ e oa bet re Brezel ar c'hompezennoù kreiz ma kemeras perzh ouzhpenn ur milion a soudarded[1].
Gouarnamant broadelour ar C'huomintang, renet gant Sun Yat-sen ha diazezet e Guangzhou a oa kroget da gavout abeg e galloud gouarnamant Beiyang, renet gant Yuan Shikai ha diazezet e Beijing, ha da nac'h e oa gouarnamant reizh Sina. Paouez a reas prantad Aotrounez ar brezel e 1928, goude ergerzhadeg an Norzh, aozet gant ar C'huomintang ha deroù Dekvloaziad Nanjing. Koulskoude e chomas kalz tuadoù milourel a oa sujet mui-pe-vui, pe tamm ebet a-wezhioù zoken, ouzh ar gouarnamant kreiz, betek diazezadur Republik Pobl Sina e 1949.