Arvern | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Arvern[1], Alvern[2], pe Aovergn[3] (Auvèrnhe pe Auvèrnha en okitaneg, Auvergne e galleg) zo ur vro istorel en Okitania hag evit un darn vat ur broviñs kozh e Bro-C’hall abaoe dibenn an XIIvet kantved.
Meur a aotrouniezh a voe er Grennamzer er vro annezet a-gent gant pobl c’halian an Arvernii ha mont a reas an douaroù-se da stummañ ur gontelezh goude-se. Staget e voe kontelezh Arvern ouzh rouantelezh Bro-C'hall e dibenn an XIIvet kantved, gant ar roue Fulup II an Aogust, tra nac'het betek ar XVIIvet kantved gant lod eus diskennidi konted Arvern.
Hiziv emañ proviñs kozh Arvern en he fezh e-barzh rannvro Auvergne, met brasoc’h eo ar rannvro velestradurel eget Arvern gozh.
Clermont-Ferrand eo ar gêr-benn istorel.
Auvernhat pe arverneg a reer eus rannyezh okitanek Arvern.