Bartolome (abostol)

Ur pennad Bartolomé zo ivez.
Sant Bartolome, abostol, Penniliz Sant-Yann-Latran, Roma, Italia.

Bartolome, pe Bartelame[1], Barteleme[2], pe Bartelemi[3], pe Bertele[4], a oa unan eus daouzek diskibl Jezuz hervez Aviel Mazhev (10, 2,3), Aviel Mark (3,16-19) hag Aviel Lukaz (6,13-16)[5].

Meneget eo ivez e levr Oberoù an Ebestel (Ober. 1,13) pa vez bodet an diskibled er Gamblid[6].

Bibliourien zo a lavar ez eo ar memes den hag an Natanael a voe kinniget da Jezuz gant Filip (Yn 1, 45-51) met dizemglev a zo war ar poent-se.

Er mammennoù e sirieg e vez anvet pe Bartolome, pe Natanael bar (mab) Tolmai pe Natanael Bartolome Natanael[7].

Bet eo lakaet gant an iliz katolik war roll ar sent.

  1. Daou stumm d'an anv zo roet e Geriadur Hemon-Huon : Bartelame, evel anv ur gumun, ha Bertele.
  2. Barteleme e 1837, en adembannadur Buhez ar Sent, gant Glaoda Marigo.
  3. Troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, 1897, p 840
  4. Skrivet Berthele e Buhez ar Sent e 1912. A-hend-all e kaver Bertheleme e-giz anv-familh.
  5. Troidigezh ar pevar Aviel dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1969, p 27, p 91 ha p 151
  6. Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 282
  7. (fr)Don Régis Moreau, Thomas en Chine : les sources in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, emabannadurioù AED, Pariz, 2013, p 41.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in