Beatles for Sale

Beatles for Sale
Albom gant The Beatles
Golo

Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 4 a viz Kerzu 1964
Enrolladur Studioioù Abbey Road
Pad 32:42
Produer George Martin
Label Parlophone
Albomoù The Beatles
A Hard Day's Night (1964)
Help! (1965)

Pevare album ar Beatles eo Beatles for Sale, embannet d'ar 4 a viz Kerzu 1964 er Rouantelezh-Unanet. Savet eo tra m'emañ ar Beatlemania en hec'h uhel, diouzhtu goude an albom A Hard Day's Night. Diouzh bolontez o merour Brian Epstein hag o froduer George Martin e rank ar strollad embann div bladenn bep bloaz, an eil a-raok bloavezhioù fin ar bloaz. Añrejistret eo buan e studioioù EMI e-kerzh seizh dervezh etre miz Eost ha miz Here 1964.

Tra ma oa sinet an holl ganaouennoù e A Hard Day's Night gant Lennon/McCartney eo merket Beatles for Sale gant kanaouennoù rock 'n' roll adkemeret. Bountet er studioioù e enroll ar Beatles ar pezh a ganont d'ar mare-se, gant c'hwec'h kanaouenn adkemeret hag eizh kanaouenn savet ganto, nevez pe goshoc'h. Traoù nevez zo gant an albom e-keñver an teknikoù-enrollañ ha kanaouennoù personeloc'h John Lennon.

E Breizh-Veur e tremen Beatles for Sale seizh sizhun e penn ar rolloù, ha chom a ra c'hwec'h sizhun ha daou-ugent enno.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy