Bier

Ur werennad bier melen, ennañ liv melen ar bier hag an eonenn wenn war e c'horre.
Ur mekanik da ziskenn banneoù bier en un ostaleri e Brusel, Belgia.

Ar bier a zo un died alkoolek fardet diwar goadur un toullad sukroù dibar e-kreiz ul liñvenn dourek. Ar sukroù a zo produet diwar frikañ ha dourañ greun ed eginet, greun heiz peurvuiañ. Ar seurt yod deuet diwar ar fardañ-se a vez graet malt anezhañ. Ouzhpennet e vez bleunioù houpez peurvuiañ da reiñ ur blaz c'hwervik. Ar breserezh eo arz ar fardañ bier.

Kavet e vez danvezioù hag aozerezhioù a bep seurt e lec'hioù ma vez gounezet edoù, ken a vez meur a liv ha meur a vlaz disheñvel war ar bïer.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in