Bloavezh bizeost

Ur bloavezh bizeost a zo ur bloavezh gant 366 devezh e-lec'h 365. An devezh ouzhpenn-se eo an 29 a viz C'hwevrer. Ne vez eus an devezh-se nemet bep pevar bloaz dre vras. Ar bloaz 2012 hag ar bloaz 2016 a zo bloavezhioù bizeost. Kement-se a c'hoarvez abalamour ma tro an Douar en-dro d'an Heol en ur ober 365,242198 devezh, da lavaret eo e vez ret lakaat da adklotañ an traoù ur wechig an amzer. Kement-se a vez lakaet da dalvezout en deiziadur gregorian, an deiziadur a vez graet gantañ ar muiañ er bed.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy