Bob Dylan

Robert Allen Zimmerman
Bob Dylan e 2010

Ganet 24 a viz Mae 1941 e Duluth (Minnesota)
Micher(ioù) oberour-kompozer-kaner-livour
Benveg(où) mouezh, gitar
Bloavezhioù oberiant 1959-bremañ
Lec'hienn ofisiel http://www.bobdylan.com/

Bob Dylan, ganet Robert Allen Zimmerman e Duluth, Minnesota d'ar 24 a viz Mae e 1941, zo ur c'haner stadunanat brudet abaoe ar bloavezhioù 1960. En deroù e kane hag e sone en doare folk da heul Woody Guthrie, Hank Williams, hag ar c'haner blues Robert Johnson. Darn eus e ganaouennoù kentañ, Blowin' in the Wind ha The Times They Are a-Changin, a oa bet savet a-enep ar brezel.

E 1962 e kemeras an anv Bob Dylan hervez al lezenn[1].

Gwelet eo bet e-barzh un nebeud filmoù ivez, ha livañ a ra ouzhpenn.

Priz Nobel al Lennegezh zo bet deroet dezhañ e 2016[2],[3].

  1. (en) Elizabeth Thomson (C’hwevrer 2014). Five myths about Bob Dylan. Washington Post.
  2. Lec'hienn ofisiel Priz Nobel
  3. https://www.theguardian.com/music/2016/oct/13/are-these-the-lyrics-that-won-bob-dylan-a-nobel-prize?utm_source=esp&utm_medium=Email&utm_campaign=Sleeve%20Notes%20-%20NEW%20with%202%20editable%20regions&utm_term=194863&subid=1459055&CMP=ema_630

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy