Boston


Boston, Massachusetts

Boston eo kêr-benn ha kêr vrasañ Commonwealth Massachusetts, e Stadoù-Unanet Amerika. Kreizenn ekonomikel ha sevenadurel Bro-Saoz Nevez eo ivez. Bez' e oa 617 594 a annezidi o chom enni e 2010, ha 692 600 e 2019. Gant Cambridge ha Quincy ez a d'ober ur veurgêr, 4 588 680 a dud enni, an dekvet tudetañ tolpad er Stadoù-Unanet. Brudet eo kêr evit he skolioù-meur, an imbourc'h skiantel hag he buhez sevenadurel.

Diazezet eo bet d'an 17 Gwengolo, 1630 gant ar Buritaned eus kêr vBoston e Bro-Saoz. Unan eus kêrioù koshañ ar Stadoù-Unanet eo.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy