Bourdel

Ur pennad Bourdel (disheñvelout) zo ivez.


Bourdel
En nec'h : kaeoù ar Garona ha plasenn ar Yalc'h. E kreiz : Iliz-veur Sant-Andrev hag an tramgarr ; Allées de Tourny ha Ti ar Gwin. En traoñ : palez Roc'han ; ur c'hendi eus karter Meriadeg ; ar pont mein (le pont de pierre).
En nec'h : kaeoù ar Garona ha plasenn ar Yalc'h.
E kreiz : Iliz-veur Sant-Andrev hag an tramgarr ; Allées de Tourny ha Ti ar Gwin.
En traoñ : palez Roc'han ; ur c'hendi eus karter Meriadeg ; ar pont mein (le pont de pierre).
Ardamezioù
Anv okitanek Bordèu
Anv gallek (ofisiel) Bordeaux
Bro Banniel Okitania Okitania
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Akitania-Nevez
Departamant Gironde
Arondisamant Bourdel (prefeti)
Kanton pennlec'h eizh kanton
Kod kumun 33063
Kod post 33000, 33100, 33200, 33300, 33800
Maer
Amzer gefridi
Pierre Hurmic (EELV)
2020 – 2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kêrel Bourdel (sez)
Lec'hienn web www.bordeaux.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 259 809 ann. (2020)[1]
Stankter 5 264 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
44°50′16″N 0°34′46″W
Uhelderioù bihanañ 1 m — brasañ 42 m
Gorread 49,36 km²

Unan eus kêrioù bras Mervent Frañs eo Bourdel (Bordèu en okitaneg ha distaget [burˈðɛw] en okitaneg gwaskognek, Bordeaux e galleg ha distaget [bɔʀˈdo]). Houmañ eo kêr-benn rannvro Akitania-Nevez (Aquitaine e galleg uhel, Gwaskogn e penn ar Grennamzer), bet ar Guienne e parlantoù ar bobl, degemeret evel ar Guyenne dindan ar rouantelezh gall.

Pennlec'h departamant ar Gironde eo ivez, 229 000 annezad enni ha 955 200 en he zolpad-kêrioù, anvet Kumuniezh kêrel Bourdel (KKB pe CUB e galleg). 28.3% annezidi KKB a oa o chom e kêr Bourdel e 2008, pa oa 45.3% eus ar re-mañ e 1968. Treuzet eo gant ar stêr vras Garona ha Bourdeliz a vez graet eus hec'h annezidi.

Brudet eo ar gêr er bed a-bezh abalamour d'ar gwiniegi a zo tro-war-dro dezhi. Dre ar porzh-mor, war un aber hir-meurbet (98 km etre Bourdel hag ar mor, al lanv a ya 20 km pelloc'h c'hoazh) ez eus bet ezporzhiet kementadoù divent a win abaoe m'eo bet plantet ar gwini gant ar Romaned er I kantved.

Lesanvet eo bet Bourdel "perlez Akitania", met ivez "ar gaerenn gouskedik" peogwir ne oa ket he monumantoù hag he c'hreiz-kêr lakaet da dalvezout a-walc'h. N'eo ket ken gwir bremañ rak lakaet eo bet kreiz-kêr Bourdel (Porzh al Loar) war roll Glad bedel.

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy