Brahmapoutra

Delta ar Brahmapoutra gwelet eus an egor.

Ar Brahmapoutra, anvet "Yarlung Tsangpo" e Tibet, a zo unan eus pennañ stêrioù Azia. Eieniñ a ra en Himalaya e Tibet. Redek a ra dre Tibet, India ha Bangladesh. 2 900 km hed a zo dezhi. Dourliñvadurioù bras a vez en nevezamzer pa deuz an erc'h.

Kejañ a ra gant ar Ganga hag en em deuler er mor e Bae Bengal en ur pezh mell delta.

Ur stêr sakr eo evit an hindoued.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy