Calgary

Ar greizenn Saddledome, e Calgary

Calgary (distaget [ˈkælɡ(ə)ri] e saozneg) zo ur gêr vras e proviñs Alberta, e Kanada. Emañ e kreisteiz Alberta, en un tolead torgennoù ha pradennoù, war-hed ur 80 km bennak diouzh ar Menezioù Roc'hellek.

E 2011 e oa annezet Calgary gant 1 096 833 a dud[1] hag en tolpad-kêrioù e oa 1 214 839 a annezidi. Kêr vrasañ Alberta eo ha trede kêr vrasañ Kanada.

Diazezet eo armerzh Calgary hag ar c'hornad war greanterezh an tireoul, al labour-douar hag an touristerezh.

E 1988 e oa bet aozet ar C'hoarioù Olimpek goañv e tolead Calgary.

  1. "Population and dwelling counts, for Canada, provinces and territories, and census subdivisions (municipalities), 2011 and 2006 censuses (Alberta)". Statistics Canada [1].

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy