Cassius Dio

Lucius Claudius Cassius Dio Cocceianus, pe Dion Cassius pe Cassius Dion, ganet war-dro 155 e Nikaia, e Bithynia, marvet goude 235, a oa un istorour roman, hag a skrivas Historia Romana e gregach. Embann a reas 80 levrenn diwar-benn istor Henroma, adal donedigezh Aeneas da Italia. Goude-se e ra anv eus diazezidigezh Roma (753 kent JK), savidigezh ar Republik (509 kent JK), ha hini an Impalaeriezh roman (31 kent JK), betek ar bloaz 229.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy