Claude de France (1547-1575)

Ur pennad Claude de France zo ivez.
Claude de France

Claude de France, ganet e Kastell Fontainebleau d'an 12 a viz Du 1547, marvet e Nancy d'an 21 a viz C'hwevrer 1575, a oa eil merc'h ar roue gall Herri II hag e bried Caterina de' Medici. Roet e voe dezhi anv he mamm-gozh, mamm he zad, Claude de France (1499-1524).

Savet e voe el lez c'hall, e-kichen Elesbed Bro-C'hall (1545-1568) ha Mari Stuart. Dimeziñ a reas en 1559 da Charles III, dug Loren ha Bar.
Alies e kuitae Nancy, kêr-benn Lorraine, da vevañ e lez Bro-C'hall gant he mamm.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy