Clifford D. Simak

Clifford D. Simak e-tro 1931.

Clifford Donald Simak (3 a viz Eost 1904 - 25 a viz Ebrel 1988) a oa ur skrivagner amerikan a skiant-faltazi.

An danvez meret ar muiañ gantañ eo hini an endro hag ar robotoù a denn d'an den.

Mab labourerien douar e oa, hag a-bouez eo bet e anaoudegezh war ar metoù-se evit livañ e dudennoù en e levrioù, pezh a verzer da skouer en e bennoberenn Demain les chiens, eizh danevell enni, ha skrivet etre 1944 ha 1951. Aet meur a briz gantañ, en o zouez ar priz Hugo, hag ar priz Nebula. Resevet en deus an Damon Knight Memorial Grand Master Award e 1976 digant ar Science Fiction and Fantasy Writers of America evit e oberenn a-bezh. Graet e vez deus outañ unan eus pennoù brasañ ar skiant Faltazi, asambles gant Bradbury pe c'hoazh Asimov.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy